Alfonso X Kastilha

Alfonso X Kastilha

Alfonso X Kastilha, lesanvet el Sabio (ar Fur) ivez an Astrologour[1], ganet e 1221 e Toledo, ha marvet e 1284 e Sevilla, a voe roue Kastilha ha León etre 1252 ha 1284, ha Roue ar Romaned (1257-1273). Brudet e oa e zeskadurezh. Krouiñ a reas Skol Troourien Toledo. Sevel a reas Las Siete Partidas, dastumad lezennoù, e 1260, taolennoù steredoniel, anvet Alphonsines, bet embannet evit ar wech kentañ e Venezia e 1483[1], levrioù echedouriezh, ha barzhonegoù e galizeg anvet Cantigas de Santa Maria.

Mab e oa da Fernando III Kastilha lesanvet «el Santo», (1199-1252), ha d'e bried Beatriz de Suabia.

Pa varvas e dad Fernando III ec'h adstagas ar brezel ouzh ar vuzulmaned, e kemeras Jerez (1253), e tistrujas porzh Rabat, Salé (1260) hag e kemeras Cádiz (c. 1262). En 1264, en em savas mudéjares Murcia ha lezioù ar Guadalquivir. Evel mab da Beatriz Suabia, e klaskas mont war gador an Impalaeriezh Santel, hag e-pad an hanter eus e vuhez e klaskas kas ar mennad-se da benn-vat, met kazeg a reas.

Diskaret eo bet gant e vab Sancho IV e 1282. Mervel e reas, glac'haret, e Sevilla e 1284

  1. 1,0 ha1,1 M.-N. Bouillet : Dictionnaire universel d'Histoire et de Géographie. Embannadurioù L. Hachette et Cie. Paris 1863

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy